Teskadoù yezh

Teskadoù yezh

Ur renablig a deskadoù yezh talvouduz da Yann Droour (ha da Yann Vrezhonegour enta !)

Ne roin ked da grediñ ema klok ar renabl amañ da heul mez diskouez a ray splann, pechañs, peker liessort ha fonnus ema an teskadoù yezh bed embanned ewid ar brezhoneg. Er bajenn Wikipedia titled « Geriadurouriezh ar brezhoneg » e vo kaved daveoù arall c’hoazh hag ur yoc’h liammoù iwez e Lexilogos, dreist-oll ewid dielloù kozh hag a zo bed niverelaed.

Degas a ran d’ho soñj e c’hell peb geriadur boud talvouduz, ged ma vo implijed estroc’h ewid unan, keñweried an eil re ged ar re ‘rall, selled doc’hte goude boud komprened sell an aozerion àr ar yezh ha neuze o dibaboù. Aliiñ a ran d’ar re a vehe é komañs ged ar yezh hag an troiñ lenn ar pennad-skrid genin a zo da voud embanned ged Skol Vreizh.

Evezhiadenn : ar liammoù kanniged a gas pe da fichennoù an oberennoù, pe d’ar listennad fichennoù pa vez estroc’h ewid un embannadur, er SUDOCEnne e c’heller gweled e pesort levraouegoù emaint. Ar levraouegoù kêr n’eo ked rannet o c’hatalogoù ged ar SUDOC, avad.

Taolenn

(Klikit àr an titloù ewid arruiñ d’ar pennad a faot deoc’h.)

Geriadurioù àr baper

Geriadurioù diwyezheg galleg-brezhoneg

Geriadurioù diwyezheg ged yezhoù estroc’h ewid ar galleg

Geriadurioù arbennig

Geriadurioù rannyezhel

Atlasoù yezh

Teskadoù yezh enlinenn

Geriadurioù diwyezheg BR-FR-BR e PDF

Geriadurioù diwyezheg BR-FR-BR e stumm stlennvonioù

Bankoù termenoù liezyezheg

Geriadurioù unyezheg

Geriadurioù istorel en o mesk

Yezhadurioù

Geriadurioù àr baper

Geriadurioù diwyezheg galleg-brezhoneg
Geriadurioù ged yezhoù estroc’h ewid ar galleg
  • ged an nederlandeg : Deloof J., Bretons-Nederlands Woordenboek (2008-2010, enlinenn)
  • ged ar saozneg :
Geriadurioù arbennig

(Ewid geriadurioù Preder, selled iwez doc’h ar rann Bankoù termenoù liezyezheg amañ e-dan.)

Geriadurioù rannyezhel
  • brezhoneg Bro-Leon :
  • Rusquec H. (du), Dictionnaire pratique et étymologique du dialecte de Léon avec les variantes diverses, dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles (E. Leroux, 1895, (enlinenn)
  • Troude A.-E., Nouveau dictionnaire pratique breton-français du dialecte de Léon : avec les acceptions diverses dans les dialectes de Vannes, Tréguier et Cornouailles et la prononciation quand elle peut paraître douteuse (J.-B. et A. Lefournier, 1869, embanned en-dro e 1979, enlinenn e archive.org pe en ur lec’hiad arall)
  • brezhoneg Treger-Goueloù ha Kerne-Uhel :
  • brezhoneg Bro-Gwened :
  • Châlons P. (de), Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes (Faculté des lettres de Rennes, 1895), enlinenn
  • Ernault É., Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes (Lafolye Frères, 1904, mouled en-dro e 1913 ha 1938)
  • Guillevic A. & P. Le Goff, Geriadurig brehoneg-galleg (Lafolye, 1905, embanned en-dro ged Emgleo Breiz, 1986
  • Guilloux G. L., Grand dictionnaire français-breton du dialecte de Vannes (Hor Yezh, 1984-1992, lodenn 1)
  • ar Menteg T., Dastumad gerioù a rannyezhoù ar Gevred. Dictionnaire de vannetais breton-français (Hiziv an Deiz, 2007), ged ur menegva enlinenn ewid klask diàr ar galleg
  • Studiadennoù a lec’hioù spisoc’h (geriaoueg e-mesk traoù arall, liez) :
Atlasoù yezh
  • Le Roux P., Atlas linguistique de la Basse-Bretagne (1927 hag enlinenn)
  • Le Dû J., Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne (levrenn 1 ha levrenn 2)
  • Rolland P., Atlas linguistique de la région de Pontivy : Morbihan-Côtes-d’Armor (1994)
  • Berr A.-G. & G. Salou, Ichthyonimie bretonne : atlas linguistique de la faune marine de Bretagne (CD-Rom)
Geriadurioùigoù

Embanned e oa bed ur yoc’h geriadurioùigoù diwyezheg ged Yoran Embanner e yezhoù liessort. Ewid ar brezhoneg e kawer èl-se, oc’hpenn ar re graed ged yezhoù a oa geriadurioù klokoc’h ewite c’hoazh (galleg, saozneg, alamanteg, spagnoleg, kembraeg), yezhoù raloc’h èl an italianeg, nederlandeg, portugaleg (selled doc’h katalog an embannour).

Teskadoù yezh enlinenn

Kawed a raer ar braz anezhe (ha paot-mat muioc’h, mem !) e porched Lexilogos.

Geriadurioù diwyezheg BR-FR-BR e PDF
Geriadurioù diwyezheg BR-FR-BR e stumm stlennvonioù
Bankoù termenoù liezyezheg
  • TermOfis (mez ar saozneg ne vez ked lakaed seul taol er fichennoù ha ne vez ked embanned enlinenn, neuze)
  • brezhoneg21.com (skiantoù)
  • Preder.net (armerzh, korfadurezh, mediaoù, bredelfennerezh, stlenneg, skiant)
  • PlantKelt.bzh (plant)

Geriadurioù unyezheg

  • Geriadurioù klasel :
  • Geriadurioù istorel :

Yezhadurioù

  • holleg :
  • ewid Bro-Gwened :