bev.bzh_BR

bev.bzh_BR

Ganed eo ar ragtres bev.bzh diàr an abegoù-mañ : rankiñ a ra ur yezh boud implijed evit beviñ, desked e vez buanoc’h hag aesoc’h é taremprediñ yezherion arall, strewed eo kumuniezh ar vrezhonegerion e pep lec’h e Breizh hag e lec’h arall ha, dreist peb tra, gelled a ra boud anezhe e lec’hioù zo heb goûd da zen (da skouer er c’hêrioù bras).
Re a zeskidi a zilez enta ar brezhoneg rag ne gavond ket degouezhioù a-walc’h d’ober ged ar yezh, daoust ma ‘d ea e-leizh a yezherion arall er gêr vraz mand ind é chom.
Setu penaoz ema ganed e 2013 ar soñj sevel ur lec’hiad hag a ray an tu d’ar vrezhonegerion d’en em gawed enlinenn aweid beviñ prantadoù soubiñ, pell a-zoc’h ar skrammoù, evel ma vez kanniged gant lec’hiadoù arall, enne kannigoù abadennoù a beb sort (re sevenadurel, sport pe re ‘rall) pe c’hoazh kannigoù da voud degemered pe da zegemer.
Ar Redadeg, studied ganti ar ragtres e 2015, he doa dalc’hed ur lodenn anezhoñ, heni Bod pe boued (« Degemer pe boud degemered e brezhoneg »).
Abalamour d’an diover a amzer da reiñ d’ar ragtres e oa bed taolet termen dezhoñ hag e miz Du 2018 e resewas Roued, ar gevredigezh e karg anezhoñ, an hanter ag ar sammad bed lakaed gant ar Redadeg a-benn ar fin.
E 2020 e ta ar ragtres er-maez !
Ged kannig an ajañs web bed dibabed, GroupLive (Ploeren, 56), e oa bed tu sevel ar muiañ ag an arc’hwelioù bed tresed, nemed daou anezhe :

  • renabliñ barregezhioù ar vrezhonegerion, hag a chom da sewel, de ne soñj-ni, aweid gelled sevel pareadoù brezhonegerion penn-dre-benn en-dro da ragtresoù liessort ;
  • lakaad àr-wel ar lec’hioù micherel (embregerezhioù, koñversoù ha c’h.) ‘lec’h ma c’hell an nen boud servijed, ‘pezh zo bed gwraed a-c’houde ged ar lec’hiad stal.bzh.

Ur ragtres enklask-ober eo din bev.bzh, pandeogwir e tenn doc’h ar politikerezh yezh a gaw genin a faotehe lakaad àr saw e Breizh (hag e lec’hioù arall, pechañs).