Browsed by
Author: root

18 a viz Genwer 2023 : penndewezh-studi àr an troiñ e brezhoneg

18 a viz Genwer 2023 : penndewezh-studi àr an troiñ e brezhoneg

Aozed eo hiriw ged daou ezel ag ar bare yaouank CELTIC-BLM a Roazhon, Cédric Choplin ha Myriam Guillevic, ur penndewezh-studi titled Penaos e tro get ar brezhoneg ? Peded on me da gomz ag ar « Skolioù ha skoilhoù an troiñ e brezhoneg » (trugarez da Cédric boud raed soñj an titl-mañ !). Ar programm a-bezh a gawehed e darvoudoù an dewezh e lec’hiad ar CELTIC-BLM. Komañs a ra mad ar ble ! Blead mad deoc’h !

7 a viz C’hwevrer 2022 : pennad-skrid àr bolitikerezh yezh Breizh

7 a viz C’hwevrer 2022 : pennad-skrid àr bolitikerezh yezh Breizh

D’ar 7 a viz C’hwevrer 2022 e oa bed embanned ur pennad-skrid, titled « Tolérance de politiques linguistiques par l’État français : tentative d’explication à partir du cas breton », am boa skriwed da heul un dewezh-studi aozed ged ar c’hCRINI d’an 6 a viz an Azwent 2019. A-barzh ar Cahiers du CRINI e ta er-maez. Kawed a rahed razh ar liammoù er fichenn sawed àr ar pennad-skrid-se, diàr ar bajenn Articles dans des revues (e galleg).

Redadeg 2021

Redadeg 2021

Goude ar c’heulfe, siwazh, e oa da redeg ar c’hilometroù prened ged ar gevredigezh Roued, a ver ar merk Tro ha Distro. Setu neuze ma video lakaed àr an anw-se : Sellit iwez doc’h ar c’hilometr da heul, àr anw bev.bzh !

21 a viz Meurzh 2016 : predegenn

21 a viz Meurzh 2016 : predegenn

Pedet on bet da roiñ ur bredegenn en Ardeven (Mor-Bihan) get AFC du Pays Vénète. Er sal Bocage, da 6 e d’enderw-noz, ha komz a rin enni a liested rannyezhoù ar brezhoneg, hag a zo àr un dro ur skoilh da dud zo adperc’henniñ ar brezhoneg ha mammenn ur binvigezh bras. Ac’hann an titl « Deskiñ ar brezhoneg : puzzle pe klask trezol ? ». Amañ ema ar follenn vrudiñ savet d’ar gevredigezh.

9 a viz Meurzh 2016 : devezh-studi

9 a viz Meurzh 2016 : devezh-studi

Prest eo programm an devezh-studi aozet da dTi Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna d’an 19 a viz Meurzh 2016, àr dem ar liwoù. Gellet a rit er pellgargiñ amañ. Diwallit : chañjet eo bet ar lec’h.

11 a viz Mae 2016 : staj KEAV

11 a viz Mae 2016 : staj KEAV

Ur rummad kentelioù àr an troiñ teknikel pe « bragmatek » a gannigin ar ble-mañ c’hoazh er staj KEAV, e Kastellin. Sellit doc’h palioù, danvez ha programm ar sizhuniad amañ.